Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —


KOUSK, BABIG ! [1]


————


Yaouank-flam, Fanch ar Menn a deuas e kear da vicherour. Evel kalz all e oa bet trellet e spered gant ar c’honchennou kaer a gonted d’ezan diwar-benn ar c’heariou.

En oad e oa deut da glask e roud er bed-man, ha komzou kaer fazierien ar bobl a chalmas e galon aour prest d’en em rei evit e genvredeur. Dianaoudek c’hoaz eus ar vuez, e oa prim touellet gant o zorc’hennou.

Prest e oe unan eus starta ebestel ar voutinerez (socialisme) ha brasa enebour an dud kristen a glask mad al labourerien bep o fazia gant promesaou sod.

Dimezi a reas, nebeut goude beza deut da gêr, d’eur genvroadez, eur goueriadez eus e barrez, eur plac’hig fur eus an dibab.

Hen, lezet gantan, pell ’zo, pep kreden, a gare kalz e Vari-Janig, ha pep frankiz a roe d’ezi d’ober he deveriou kristen.

Eur bugelig, frouez o c’harantez, a deuas c’hoaz da startaat al liam a stage an daou bried. Koant a oa evel an heol : bez’ e oa esperanz ar vamm ha plijadur an tad.

…Er mintin-ze, seiz heur sonet en orolach, Fanch a bourchasas pep tra evit mont d’e labour, hag araok loc’ha, hervez e gustum pemdeziek, e teuas da lakaat eur pokig war dal an eal bihan a gouske sioulik en e gavel, eur pokig tener ha karantezus, eur pokig flour gant aon d’e zihuna pe da c’hloaza e gigen fresk.

Goudeze, gant muioc’h a nerz-kalon e laboure, o sonjal e roe e c’houezen evit e vugel dous.

Er gear, gant karantez Mari-Janig ha c’hoarz e va-

  1. Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz (Notenn gant ’’Wikimammenn’’)