Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

e c’hellot beza dizoursi. Keit ha ma tougot ar sac’hig-se war ho kerc’hen, al louzeier a bep seurt a zo kuzet ennan — ha gwriet mat warno ganen-me va unan — a bellaio an diaoul diouzoc’h — rag Moustrerig a zo diaoul, ententit mat, va bugel.

Dirak ar zorserez koz e lakis dustu ar zac’hig endro d’am c’herc’hen, ha goude beza he zrugarekaet start e kemeris penn an hent da vont da vilin ar Beier, abalamour da gerc’hat di va benviou, mes ne jomis ket avad daoust d’ar c’hoanten doa ar miliner, da echui va labour. Abaoue n’eo ket bet tost d’in lakaat va zreid e ti ar sorser diaoulek-se hag a glaskas va laza gant e Voustrerig.

Yan Ar C’halvez en doa echuet da goms hag a c’horrennas e gorn-butun en e c’hodel.

Goude eur pennad peoc’h, eur mousig bihan a zavas e vouez skiltr :

— Ha sac’hig ar sorserez koz, petra hoc’h eus great anezan, tonton Yannig !

— Ha ! va filhor, gant kalz a resped hag a zevosion e tougan anezan bepred.

Ha war ze, Yan Ar C’halvez a zigoras war e vruched evit diskwez d’eomp gant kalz evez eur skapular koz ha stag outan eur zac’hig lian karget a… bilhou, a wiad kewnid hag a laou-dar !…


Marvailher Kerneleon.


————