Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —


Truihennet evelse ec’h azezas war he zrebez.

— Tostaït aman breman, va mab, ha dizoloit d’in ho peultrin ma welin…

Ar pez a ris war ar ger ! Hag e komansas neuze, gant he breched en eun dorn hag he baz prizius en egile, ar zorserez da evesaat ouz va feultrin :

— Ya, va mab, eun aneval a zo bet war ho tro en noz-man… e roudou a weler war ho kroc’hen… hag eun tammig muioc’h en dije ho mouget, rak tost betek ho kouzoug eo bet…

D’ar geriou-ze n’hellis ket miret d’ober eur skrijaden ha leac’h e oa a gav d’in.

— Ya, hag an aneval se eme ar zorserez o kendalc’h gant he oremuz, eo Moustrerig digaset d’ho moustra gant Fanch Ar Berr, sorser niilin ar Beler…

— Douetanz bras am oa ! a liviris neuze.

— Ya, Fanch a zo eur sorser eus ar falla, ne dalv ket ar gorden d’e grouga. Klasket en deus ober noaz ouzon-me ive allesa-walc’h, mes va zorserez-me a vez ato treac’h d’e hini…

— Neuze e c’houlennis ouz Mona ha n’em oa mui ezom da gaou ! aon rak Moustrerig.

— Eo, ha mouget e viot gantan zoken, ma ne lakit evez, rak ar miliner a zo droug ennan o veza manket warnoc’h e daol kenta, hag ema o pourchas gwasoc’h d’eoc’h abenn emberr… mes me a ouezo miret outan da noazout ouzoc’h.

— Ha petra d’ober neuze ? a sklokis, liou ar maro war va dremm.

— Setu ama, eme Vona, hag ez eas d’eur pres e traon an ti.

Eun tam poell du gant eur zac’hig outan a deuas ganti d’am c’haout.

— Lakit ar skapular-man — rak heman a zo skapular bet benniget gant an Aotrou ’n Eskob — en dro d’ho kouzoug, gant ar zac’hig a zo stag outan, ha neuze