Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

bugelig a gouskas en e gavelig, etouez an dilhad tom ha flour.

— Santez-Anna !… hon diouallit a bep droug !… a lavar ar vamm e kreiz he spont pa glev eun tarz skrijus, iskiz… He daoulagad a zerr. Kredi ra d’ezi eo pulluc’het e kreiz an tan !…

Oh ! Gwerc’hez !… ar vam a zo souezet oc’h en em gaout beo goude eur seurt spontaden…

He daoulagad a gouez war ar c’havel. Petra wel ?… Babig a zo difinv !… Ar gurun n’en deus ket manket e daol…

Ar vamm a ouel ! He c’halon a zo re skoet, dinerz, e kouez…

— O perak, va Doue ! skei eur bugelig dibec’h ?…