— A dra zur ! N’ho pezet aon ebed ! Deuit da azeza ; bremaïk e vezo aozet eun tamm koan d’eoc’h… Alo, Anjel, emeza d’e c’hreg, e pe leac’h e chommez brema, treinerez ? Ama ez eus eun den dare da dremen gant an naon ! Hast affo ’ta, komerez ! »
— « O, aotrou, kemerit hoc’h amzer !… Ac’han da varc’hoaz vintin… »
— « Hag a zo gwir, va mignon ; an tammig itron-ze evelato a rafe mad mont buanoc’h en dro. Lavaret e vefe eo sounnet he divesker outi !…
Nebeut goude ar beachour a welas ar wreg o tont en ti, poan d’ezi o vale.
— « Meuzdouet n’oc’h ket yac’h. itron, eme an diaveziad ; tenn eo ar bale evidoc’h ? »
— « O, aotrou, na daolit ket evez ! Bremaïk me ya da aoza eun tamm koan d’eoc’h, hag ez eot da gousket pa gerrot ! »
— « Amzer a-Valc’h em eus, itron. »
E keit-se, ar mestr a yoa eat da doull an nor, hag a zafare gant unan bennak. Goustat hag izel e komzent, rak-se ar beachour na ententas ket nemeur a dra.
Klevet a rea koulskoude :
… « Eur marc’hadour pinvidik o loja ganeomp… Eun taol kaer !… Eur c’harrad marc’hadourez !… »
Ar vaouezig, eta, a ye war he fouezik ; evelato a-benn eur pennad he doe pourchaset eur zouben hag eun tamm kig sall poazet da lein. Na lavare ket nemeur a dra, anat e oa e tiwaske kals a boan, a gorf hag a spered sur a-walc’h.
Pourchaset e oe ivez eur gambr hag eur gwele, hag an aotrou a zavas da goms gant ar beachour.
— « Evel-se ’ta. emeza, ez it gant ho marc’hadourez