Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT


E-harz ar menez eur mintinvez e oe kavet eur c’harr hanter dorret ; ar perc’hen, pistiget oll, poan d’ezan o chomm a-zav, a rea ar pez a yoa en e c’halloud evit dresa e garr hag en em zresa e-unan. Pa oe goulennet outan petra oa c’hoarvezet, e respontas e oa bet taget, war-dro dek heur noz gant tri lampon, o doa e laeret ha lezet evel maro war an hent.

Nebeut amzer goude e teuas eur marc’hadour bras da dremen dre an hostaliri nevez.

Dont a rea eus a Landerne, e garr leun a varc’hadourez talvoudus, hag ez ea ganto da Geraes.

An heol a yoa kuzet eur pennad brao a yoa ; gouel du an noz ’n em lede war ar vro tro-war-dro, hag ar stered a unanou a entane bolz an env. Setu, eta, hor beachour sourprenet gant an noz. En eur c’horn-tro eus an hent hag hen gwelet a-bell eun ti bras sklerijennet kaer. « Alo, emezan, setu eun hostaliri ! Ama da vihana me a c’hello koania ha loja, mar bez youl Doue ! Poent a-walc’h eo d’in chomm a zav da ober eun ehan, rak skwiz oun ; va march ive en deus doare da gaout ezom eus eun dra bennak. Alo, Kokot, eun tammig kalon ! C’hoaz eur gammedig. »

Mont a reas da skei war dor an davarn.

Gwitourius e-unan a deuas da zigeri gant prez.

— « Daoust, eme ar beachour d’an aotrou, na c’hellfac’h ket rei d’in lojeiz evit an noz ? Me a zo skwiz ha va marc’h ive ; chomm a ra c’hoaz ganeomp kals a hent da ober. »

— « Eo, eo ! Deuit en ti, va den mad ! »

— « Me ’zo eus a Landerne, ha da Geraes ez an gant ar varc’hadourez-ma. Gallout a refet ive lakaat ar c’harr hag ar marc’h er gwasked ? »