da Geraez. Ha n’ho peus-hu ket aon rak al laeron ? Dre an amzer-ma ez eus kals a Chouanted dre aze, ha na c’houlenfent ket gwell eget tapa krog en ho marc’hadourez ! »
(Hag ar re Ruz pe C’hlaz, neuze ? Ar re-ze marvad a yoa kals onestoc’h ?)
— « Doue, aotrou, a daol evez warnoun ! E lagad a vez bepred o para warnoun… Na gouezo ket eur vleven eus va fenn hep e aotre… »
An aotrou hostiz hen harzas.
— « Petra ! C’houi a zo c’hoaz diot a-walc’h evit kredi er seurt sorc’hennou mad da sponta ha da viret gragez ha bugale en o roll ? An « Nasion » he deus diskleriet pell zo n’ez eus Doue ebed ! Ha ma vije bet unan, daoust hag-en en divije lezet dibenna e veleien ? »
— « Aotrou, me a zo Breizad, ha gouzout a rit, eur Breizad a gred e Doue. Hen eo en deus lezet ober kement a zo c’hoarvezet. Pec’hejou tud Bro-C’hall a yoa pignet betek e gador, hag a c’houlenne kastiza. Kouezet eo warnomp buanegez an Holl-C’halloudeg ; hag evel e c’hoarvez alies en hevelep traou, ar re vad o deuz paeet evit ar re fall. Ar gwad divlamm a zo plijet muioc’h d’ezan evit n’en divije great hini brein ar bec’herien divezet. Eürus int brema, aotrou, e lein an envou !…
« Ha ma tigouezfe d’in koueza etre daouarn tud kriz, an Doue a azeulan hag a garan a gavfe tro d’am zenna brao-tre eus a dre o daouarn !… »
— « Na gredan ket, va mignon, eme an hostiz. Gwelloc’h eo d’eoc’h ober eveldomp. ha youc’hal ganeomp : « Bevet an Dispac’h ! »