pemp bloaz hep mont. Skei a reas evel kustum pa zigouezas e toull dor ar gouent. Eur vaouez treut kenan, huel ha moan, koef Treger ganti, a zeuas da zigeri d’ezan. An dro genta e oa d’ezan d’he gwelet. An hini a yoa karget eus al labour-ma kent, kredabl a yoa maro.
Yann a c’houlennas koms ouz ar c’hoar Santez-Kristina.
— « Va Doue, eme ar borsierez, fazia rit, va den mad ; ama n’eus c’hoar ebet hag a zougfe an hano-ze ! »
—- « Penaoz an dra-ze ? Bet oun, koulskoude, alies a-walc’h ama oc’h he gwelet. »
— « Kement-se a hell beza ; pa lavarin mad, me a zo nevez deuet ama, ha n’anavezan ket kaer an holl c’hoaz… »
— « Her gwelet a ran… ! »
—- « Me a zo o vont da c’houlen eus he c’helou gant ar zuperiorez. »
—- « It ’ta, mar plich. »
Yann a jommas e-kichen an nor, nec’het bras gant an darvoud, tenval e benn, me lavar. « Daoust ha maro e ve ? emezan ; n’eus deuet kelou ebed d’in koulskoude… »
E keit ha ma rea e zonjou, setu ar vaouez o tont gant ar pez he doa gallet gouzout diwar-benn Klaodinaïg.
— « Lavaret mad am boa d’eoc’h, emezi : n’eus leanez ebed er gouent o tougen an hano hoc’h eus hanvet. Ar c’hoar Santez-Kristina a zo bet epad kals a vloaveziou superiorez er gouent-ma, hogen, marvet eo bloaz zo bet d’an 13 a viz here. »