Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
MARVAILHOU AR VRETONED


PEMZEKVET PENNAD


Araok kloza.


Ha brema, va zud ker, eus a betra e komzin-me d’eoc’h ?…

Ens a diegez Yann ?… N’eo ket talvoudus hen ober, n’eo ket kennebeut va labour.

Eus K1aodinaïg neuze ? Anzav a ran e chomm ganen nebeut a dra da lavaret diwar he fenn. Derveziou eul leanez a zo ken henvel an eil ouz egile ! Pedi ha kana meuleudi an aotrou Doue, setu he holl labour betek he heur diweza. Klaodinaïg her greas kalonek epad ar pemzek vloaz ma vevas er gouent.

Karet meurbet gant he oll c’hoarezed, Klaodinaïg a oe hanvet da briolez, da zuperiorez, p’edo o ren he femp bloaz ha tregont. Din oa eus ar garg-se enorus ha pounner, dre he gouiziegez, he c’harantez ouz Doue hag he nesa. A-wechou, koulskoude, e renkas gourdrous ; hen ober a rea gant kement a vadelez ma veze atao selaouet grant doujanz.

Miret a reas evel-se epad pell bras an urz vad, an unvaniez, an doujanz ouz ar reolen er gouent-se a gounte d’an ampoent war-dro c’houec’h-ugent leanez.

Na zistroas ket da Gerzadiou, rak al leanezed-ma pa ’z eont d’ar gouent a lavar d’o c’hear eur c’henavo hep distro. Yann, avad, a yeas meur a wech a-ratoz-kaer evit he gwelet, kement e karie anezi.

Pa ’z eas evit ar wech diveza ’oa chommet adarre