Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
KLAODINAÏG

venten dic’his da c’houeza war-zu ar zav-heol, ha d’o c’has war ar reier.

Dre wall-eur ar vogidel a yoa ive ken teo ma na welent ket zoken ledanded daou c’hant kammed dirazo. En eun taol-kount, setu al lestr o vont war eur garreg kuzet dindan an dour, he c’hribennou lemm evel sabrinier. Eun trouz spountus a oe klevet neuze, ha skrijadennou a forz laosket gant an dremenidi. A-benn nebeutoc’h a amzer evit n’eo red kaout evit her skriva, an holl dreizourien hag ar vartoloded a yoa lammet war ar pount, o ouela, O youc’hal, o tizesperi, oc’h hopal war-zu an douar evit goulen sikour. Petra yoa, ’ta, c’hoarvezet ? Kein al lestr a oa faoutet, hag ar mor a zave, a zave ennan ken buan ma oe tizet meur a hini el lojennou. Siouaz ! kaer o doa an dud reuzeudik hopal, den na respounte d’ezo, nemet trouz skrijus ar mor penfollet hag an avel direiz. N’oa dirazo nemed kerreg sounn o fenn, laboused mor o chomm enno.

A-benn eun hanter-eur pe war-dro na jomme mui den beo ehet war al lestr bras-se en doa betek neuze beachet kement hag enebet ouz amzeriou kalet. Holl e oant eat d’ar vuez a dle padout atao ; eürus mar doant e mignouniach an Aotrou Doue !

Siouaz ! evel-se e teu ar maro warnomp, pa zonjomp an nebeuta, alies end-eün pa vezer oc’h ebatal ; ha setu aze penaoz a teu da wir komzou ar c’hantik :

Tud skanv ha distur
A glask ar blijadur,

Tremen ’ra peb tra !
Fenoz o fringal,
Warc’hoaz er bez tenval !

Tremen ’ra peb tra !