grik : aon am boa. Kousket em bije goude, panefe youc’hadennou ar c’haouenned. N’em eus mui douetanz ebed, eur gwalleur a zo c’hoarvezet gant unan bennak eus hon c’herent !… »
E keit ha ma konte Franseza he marvailh, Yann en doa digoret ha lennet al lizer penn-da-benn.
— « Franseza, emeza, va breur Cheun, siouaz ! a zo maro ! Maro eo o tizrei d’ar gear ; a-benn pemp pe c’houec’h dervez e vije bet e Brest ! Unan eus mistri bras ar vartoloded e Brest eo a skriv d’in ar c’helou mantrus-ma. »
— « Doueti a rean e teuje eur c’helou fall bennak dizale… »
— « Breur kez ! Ra vo Doue gant e ene ! N’en deus bet morse tamm chans vad ebet. Cheun a grede stard e oa mallozet gant Doue ha gant an dud ; ya, kredi a rea e oa ganet war an tu fall hag he doa eur zorserez lavaret komzou diaoulek war e gavel. Ar pez a zo gwir eo n’en deus ket bet nemeur a blijadur epad an nebeud bloaveziou tremenet gantan war an douar-ma !… Requiem eternam dona ei Domine. Lux eterna luceat ei !… »
Hag e larjont kalonek eun De profundis a-dreus o daelou.
Eun nebeud deiziou goude, an holl gazetenou a gomze eus an darvoud spontus.
Al lestr a deue eus a Hon-Kong o tigas d’ar gear eur maread tud ha kals a varc’hadourez. Ar vartoloded a yoa war-dro daou c’hant anezo, holl laouen, o kana, o c’hwibana, oc’h ebatal ; na badent mui gant an hast da zigouezout.
Edont o vont ebiou d’ar Spagn pa zeuas eur gor-