Lavaret em eus n’oa ket bet a gelou eus Cheun abaoue eur pennad brao a amzer. Petra deue ’ta da veza e keit-se ? Selaouit.
O tigouezout er gear, Yann a gavas eul lizer, war ar golo eur skritur dizanavezet gantan.
— « Jezuz, va Doue ! emeza, petra ’zo ’ta ? Setu ama eur skritur ha n’em eus ket bet gwelet c’hoaz ! Eus a beleac’h e c’hellfen-me kaout liziri, me ken nebeut brudet e-touez an dud ? »
— « Digor, eme Franseza, hag e weli… »
— « Klaoustre ez eus digouezet eur reuz fall gant va breur Cheun ! Penn-da-benn an hent, eus a Vontroulez da Gerzadiou, n’oa ken sonj em spered, ha koulskoude n’em eus klevet netra gant den ! »
— « Brema, eme Franseza adarre, brema, e c’houzoun perak o deuz great ar c’haouenned kement a drouz dre ama etre disadorn ha disul. N’em eus ket kousket eur berad, me lavar d’it. A veac’h eat em gwele em eus klevet evel trouz tud o vale er porz. Eur pennad goude, setu eun taol seac’h skoet kalet war an or. Savet oun, ha deuet da hopal : « Piou a zo aze ? Ha petra glaskit ganeomp d’an eur-ma ? » Den n’en deus respontet, hag ez oun dizroet d’am gwele, o lavaret : « Faziet oun bet ! me gave d’in beza klevet trouz… » Moredet oan pa glevis adarre eun taol sklent skoet ar wech-ma war ar gwer. N’em eus ket kredet sevel eun eil gwech, ha n’em eus lavaret