Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
MARVAILHOU AR VRETONED


— « Yann, kred ac’hanon, lez an traou-ze, mar plij ! Tremenet int ebiou d’eomp, hag arabad eo digeri gouliou hanter-zerret… Petra, ha da vreur Cheun, bet ec’h eus eur c’helou nennak anezan ?… »

— « Pell bras a zio n’em eus kelou ebed anezan ; n’ouzoun ket petra deu da veza… Aoun am eus, n’ouzoun ket perak, e ve c’hoarvezet eun droug bennak gantan… »

— « Yann, pedomp Gwerc’hez ar Feunteun-Wenn d’her miret en holl risklou e c’hell an em gaout enno… »

… Dirdign ! Dirdign ! Dirdign ! Dirdign !…

— « Yann gez, setu ar c’hloc’h oc’h va gervel da vont da leina ! Red eo d’eomp en em zispartia. Kenavo, hag hiviziken deus aliesoc’h ! »

— « Klaodinaïg, Va c’hoar, ped evidomp, amzer ec’h eus d’hen ober, p’eo gwir e pedez ’pad an deiz-oll. Kenavo, Klaodinaïg !… »

Krena rea e vouez, hag e zaoulagad a oa leun a zaelou. An norig vihan a zerras gant trouz, ha Yann na zaleas ket ken nebeut da drei kein d’al leac’h eürus-se en doa bet an eurvad da goms ennan gant e c’hoar-vager.

Distrei eure d’ar gear, e gallon leun a levenez hag a dristidigez war eun dro. Plijadur en doa bet o klevet he mouez, ha koulskoude, eun dra bennak a lavare d’ezan dalc’hmad n’he gwelje mui er bed-ma…