Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
KLAODINAÏG


— « Eo da, Yann ! penaoz, te eo a zo aze ? »

— « Ya, Klaodinaïg, me va-unan. Ha penaoz ez a ar bed genes aze ? En em blijout a rez evit doare ? »

— « Biskoaz, Yann, n’oun bet eürusoc’h evit abaoue emaon er gouent-ma. Yac’h oun, a drugare Doue, ha te ? »

— « Me zo braoïk ive, p’eo gwir em eus gallet dont betek ama. »

— « O Yann, n’en em skwizez ket alies o tout d’am gwelet. Ar wech kenta eo d’it da zont… Plijadur a rez d’in, koulskoude. Ha penaoz ez a an traou ganeoc’h du-ze, dre Gerzadiou ? »

— « Mad sur ! C’houec’h miz goude ma teues d’al leac’h-ma e timezen da eur plac’h yaouank eus a Gelargi. Daou baotr hag eur verc’h a zo deuet d’in da vaga ha da zevel. Yac’h int holl. Franseza, Va greg, a ginnig d’it he gourc’hemennou. »

— « N’he gwelin morse ! »

— « Ar verc’h am eus hanvet Klaodinaïg evit kaout sonj ac’hanout… »

— « Va hano eta a vezo lavaret c’hoaz e Kerzadiou !… Bennoz Doue d’it, Yann ! »

— « Pa hanvan anezi e teu sonj d’in ac’hanout, Klaodinaïg, hag e kredan gwelet dirazon da zremm meurbed karet. »

— « O Yann !… »

— « Sonj ez peus, Klaodinaïg, eus nosveziou hir ar goanv, pa ’z eamp da diez an amezeien da gonta kaoziou, da gana, da farsal ?… Sonj ec’h eus eus ar gaoz a oe ganeomp o tont eus ar Feunteun-Wenn, en deiz-ze e tigorjomp frank dor hor c’halonou an eil d’egile ?… »