Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
MARVAILHOU AR VRETONED


— « Petra ! marvet ? eme Yann ; ha n’ez eus bet digaset kelou ebed d’in ? »

— « Den el leandi na ouie he doa c’hoaz kerent beo. War ar c’haierou e lenner e oa maro he zad hag he mamm pa zeuas eus ar gear. Na lavarer ket he defe na breudeur na c’hoarezed ken nebeut. »

— « Gwir eo kement-se ; hogen, ni a oa an tosta kerent. pa ’z eo bet savet en hon touez gant va zad. »

Paour keaz Klaodinaïg ! Me ’m bije karet he gwelet c’hoaz eur wech ha beza en he interamant[1]. O va c’hoar garet, n’az kwelin mui eta war an douar-ma ! Kenavo! Kenavo biken, er baradoz ! Ya, Klaodinaïg, kenavo er baradoz !… Eus an neac’h du-ze, sell ouzin, ha ped evit an hini a garies !… Ped ivez evit hor breur Cheun, brema marteze o c’houzanv poaniou garo e tan arpurkator ! O Klaodinaïg ! Klaodinaïg !… maro out, ’met na vezi ket ankounac’heat ganen. Brema ’vezi tostoc’h d’eomp eget pa edoz er gouent. N’ema mui ar speuren houarn etrezomp ; pa deuy an hanter-noz, da vez a zigoro, hag e teui alies da vale dre Gerzadiou, da vro garet. Ya, dont a ri alies, sur oun, d’hor gwelet ha da zigas d’eomp bennoz an env. Doriou ti ar Voaled a gavi atao dibrenn ; ar c’hi Min-du na harzo ket ouz da welet, da anaout a ra a bell zo… Ha pegouls e teuy ar mare ma vezimp unanet e Doue evit atao ! O Maro ! deus pa gari, ar c’henta ar gwella ! Me ’m eus mall da veza gant Klaodinaïg !… Va Doue, sodi ’ran !… Ha Franseza neuze, va dousik Franseza ! petra deuio da veza ? Ha va

bugaligou !… Ho polontez santel bezet great !…

  1. Douaredigez a vije gwelloc’h (Klaoda).