Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
MARVAILHOU AR VRETONED

Klaodinaïg a zante he c’halon o strisaat. Eun doare melkoni a grogas enni ; hogen, na badas ket pell, hag e teuas da veza seder adarre.

Yann a yeas e-unan d’he c’has da Vontroulez. Na oe ket kals a safar ganto ’hed an hent ; ar c’hlac’har a waske o c’halonou. Sonjal a reant n’en em weljent mui marteze, araok pell, da vihana. Evit Yann, dispartia dioc’h Klaodinaïg a yoa kouls lavaret ar maro. En em garet a reant evel breur ha c’hoar, ha biskoaz n’oa bet etrezo an distera broc’hadek (fachiri).

Kalonus meurbet e oe an diweza kenavo e-tal porz bras al leandi. Araok adpignat en e garr evit dizrei e-unan d’ar gear, Yann a grogas e dourn Klaodinaïg hag a walc’has anezan gant e zaelou, keit ha m’e zalc’he stok ouz e vuzellou.


TRIZEKVET PENNAD


Pemp bloaz goude.


Setu eat Klaodinaïg d’ar gouent : diou vreac’h aketus a nebeutoc’h da labourat. Ma oe red da Yann kemeret eur vatez en he leac’h evit ober al labour war-dro an ti ; ha c’hoaz ne dea ket kaer an traou ; dalc’hmad e veze great eun dra bennak a-dreuz ; re a labour evit kennebeut a zikour ! Yann, me lavar d’eoc’h, an doa keuz ha keuz bras da Glaodinaïg.

O tizrei eus a Vontroulez e kavas ar mitizien lod mezo dall, lod-all hanter-vezo hebken, hag an holl