Aviel, en eneb, a lavar ; « Eürus ar re baour ! » — « Eürus ar re a c’hell kemeret o ebat ! » — « Eürus ar re a ouel ! »
Klaodinaïg, dishual a galon, he doa dibabet ar vuez kuzet gant Jezuz-Krist, he Doue, ha na rea forz a lavariou an dud.
A nebeudou, koulskoude, ar c’helou a zeuas da veza anavezet. — N’eo ket eas kuzat eun dra bennak ouz ar merc’hed, eur fri hir a vez kavet atao evit deski ar c’heleier munut ; anavezet int peurvuia dindan an hano a « Kazeten ar geriaden » ! — Neuze avad ez eas an teodou en dro dre Gerzadiou.
— « N’ouzoc’h ket, Katell ? »
— « Nan avat, n’em eus klevet netra a nevez. »
— « Neuze ? »
— « Petra zo ’ta ? »
— « Klaodinaig ar Moal a zo o vont da leanez !… »
— « Sac’h gevier !… »
— « Kement-se na c’hell ket beza, p’eo gwir brema eo ez eus ar muia ezom anezi er gear. »
— « Eo, eo, Va mamm ! »
— « Ro peoc’h d’in gant da gonchennou ! »
— « Mad, Annaïg he deus laret ze d’in. »
— « Hag e pe leac’h eo bet Annaig o teski traou diot evel-se ? »
— « E-kichen al lenn n’oa ken kaoz er mintin-ma, emezi. He mamm a zo bet o walc’hi epad an hanter dervez. »
— « Souezus eo, ma ve gwir ! »
Hag e kendalc’hed gant al litaniou am eus displeget uheloc’h.
Koulskoude, dre ma tostae dervez an disparti,