Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
KLAODINAÏG

labour war nebeut a dra. chommet oll da ober. Mantret ’oe e galon o welet kement-se. « Tremen poent eo d’in, emeza, kaout eur wreg da deurel evez war al laboused-ma ! » Na reas rebech c’houero ebet da hini anezo, rak, neuze ken nebent nag hirio, n’oa ket ebat kaout mitizien a zoare.

Da C’houel ar Rouanez, hervez eur c’hiz koz miret e Plougastell, e reat peder eured ha tregont en hevelep dervez.

Yann a yoa o timezi.

Red eo d’in, lennerien ger, lakaat ac’hanoc’h da ober anaoudegez gant ar plac’h nevez a den da ren tiegez bras ar Voaled. Franseza ar Gall ’oa he hano, ganet ha savet e Kelargi. He zad a yoa abaoue pell bras e penn kuzuilh ar barrez ; n’eo ket dao d’in goude lavaret e oa eun den a zoare. Ouspenn-ze, n’ouzoun ket d’ar just hag hen a ouie piz an niver eus e barkeier, kement a yoa anezo. Franseza he doa great he skol e kouent ar barrez, el leac’h m’oa bet pemp bloaz o loja. Kement tra a c’hell plijont a yoa enni : gened, furnez, danvez, kalon vat ; na vanke d’ezi netra eus ar pez a zo red da ober eur vaouez evel m’eo dleet. An daou zen-ma, anat eo, a yoa great evit en em garet, ha beva eus an hevelep buez. Hag, e gwirionez, mont a reas dispar an traou ganto.

D’ar poent emaomp gent hon istor, Yann en doa tri grouadur ; ar c’henta a c’helle kaout pevar bloaz, eur paotrig koant evel eun ealig ; an daou-all ive a yoa krenv kena evit o oad. Ar vugaligou-ma a zigase al levenez e ti ar Moal, dre ar vuez a lakent ennan. Na laouen e veze da vare ar prejou, pa deue eus e