Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
MARVAILHOU AR VRETONED


— « Re abred, siouaz ! e tigouezo eur an disparti, an eur-ze ma liviri kenavo da Gerzadiou, marteze eur c’henavo biken ! Pe vare koulskoude, Klaodinaïg, ez pefe c’hoant d’hor c’hwitaat ? »

— « N’eo ket ma ven inouet ama, hag evelato em eus mall bras da veza e ti Doue ! Kenta ma c’hellin me a skrivo da zuperiorez Sant-Fransez evit goulen ganti beza digemeret e niver he leanezed. »

— « Evel a giri, Klaodinaïg ! »

Hag e selle outi gant teneredigez. Klaodinaïg a zeblante d’ezan brema muioc’h hegarad ha koantoc’h. Eur c’helc’h a zantelez hag a zousder a yoa en-dro d’he fenn, a zouge d’he c’haret kement hini he gwele.


DAOUZEKVET PENNAD


Klaodinaïg o vont d’ar gouent.


Klaodinaïg na skrivas ket ; mont a reas, kenta ma oe vak, da gaout he zad kovesour, hag e kontas d’ezan kement hoc’h eus klevet diaraok. Hema ’oa joa gantan klevet ar c’helou, hag e skrivas raktal eviti.

Na bade mui gant ar vall he dou da veza en he zi a beden. Ker leun e oa he c’halon a levenez ma kane dre-oll he c’hanaouennou kaera. evel pa he divije bet c’hoant da lavaret d’an holl grouadurien :

« Meulit holl madelez dreist-vuzul an aotrou Doue, rak m’eo plijet gantan teurel e zellou war e zervi-