Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
KLAODINAÏG


— « D’ar gouent, end-eün, Itron-Varia ? »

— « Ya, va mignon. Betek-hen n’em boa kredet disrevel va mennoz da zen. Deuet eo evidon an eur da lavaret kenavo d’an holl draou krouet evit beza holl d’am Muia-karet. N’o deus chalmet tamm ebet va c’halon, hag o c’hwitaat a rin gant plijadur… »

— « Klaodinaïg kez, ar pez a baouezez da lavaret a wask meurbet va c’halon ; ennout edo va holl fizianz evit an amzer da zont. Kement a c’hoantaen a gouez d’an douar, na jomm mui netra d’o harpa. Kounta ’raen e vijemp bet eürus pell amzer a-gevret, ha n’oa ket deuet em spered an disterra douetanz e lavarjes nann d’am goulen. Betek-hen omp bet kustumet da veva an hevelep buez ; savet omp bet dindan an hevelep toen, maget gent an hevelep bara ; debret hor beus ouz an hevelep taol ; penaoz e c’hellin-me en em voaza da veza hebdout e Kerzadiou ? Kalet zur e vezo an disparti. Koulskoude, p’eo gwir e leverez eo youl Doue ez afes d’ar gouent, n’eo ket d’in-me e vefe enebi ouz ar Mestr bras-se a garan hag a zervichan eveldout. N’eus forz peger freuzet e vo va c’halon dre an disparti-ma, me lavar d’it, kerz d’al leac’h ma ’z out galvet. ha ped evit da vreur, en divije karet ober da eüruzded e Kerzadiou. »

— « Ma, laouen ez oun evelato pa welan e kavez mat ez afen d’ar gouent. Bennoz d’it ! Doue r’ az pennigo ! »

Chomm a rejont goude eur peunad mat hep lavaret ger, ar c’hlac’har a vire oc’h Yann ar Moal da goms.

Araok digouezout, Yann koulskoude a lavaras adarre da Glaodinaïg :