Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
MARVAILHOU AR VRETONED

anavezan pell zo, hag a garan eus holl nerz va c’halon ; ganti sur oun e vezin eürus! »

— « Gwell a ze ! Doue ra vezo meulet ! Daoust ha gellout a rafen gouzout he hano, hep ma ve re hir va fri ?… »

— « O ya, Klaodinaïg, hag arabad e vezo d’it beza re zouezet ma lavaran d’it eo te am eus c’hoant da gaout da hanterourez e Kerzadiou ! Lavar d’in, ha kountant out ?… »

— « Me, Gwerc’hez Vari ! Ha penaoz e teufes da rei da zourn da eur vinorez baour eveldon ?… Gouzout a rez ervad n’em eus ket eur begad danvez… Eun den yaouank eus da renk a c’hell kaout eur bennerez eus ar gwella hep ma ve red d’ezan chomm pell da glask… »

— « Marteze, Klaodinaïg ! Me avad na zellan ket oc’h an dra-ze. Da baourentez na zisplij tamm ebet d’in. Da furnez ha da garantez gwirion a dalv evidon kals muioc’h eget ar brasa madou. Lavar ya, ha kement-se a vezo great dizale. »

— « Yann, va mignon ker, deuet eo ivez evidon an heur da lavaret d’it ar mennoz a zo abaoue pell bras o poursu ac’hanon. Da gemeret evit pried, pa fell d’it, a vije bet eun enor bras meurbet evidon, panefe ma ’z eus eur mignon all brasoc’h ha galloudusoc’h o c’houlen ac’hanon ivez. »

— « Sell !… Ha piou ’ta ?… Daoust ha Cheun, va breur… ? »

— « Tamm ebed, Yann ! Na glask ket anezan e-touez bugale an dud, rak n’her c’havfes ket. Jezuz eo a c’halv ac’hanon d’ar gouent evit e zervicha gwelloc’h a ze e-mesk ar gwerc’hezed… »