Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
KLAODINAÏG

cherez dister. Frealzet eo bet va c’halon pa ’z eus bet lavaret d’in ez in da di Doue !… »

Pet gwech n’em eus ket klevet hekleo he mouez lirzin o tregerni c’hoaz war dro kerreg huel ar Measiou !… O Klaodinaïg, bep tro ma ’z an da Gerzadiou, e kredan gwelet da skeud gwerc’h o c’hournijal dre ar parkeier, ’lec’h ma taoles evez oc’h ar zaout gwechall ! Ar c’houn[1] hebken ac’hanout, evel eus eur zantez, a zo a-walc’h d’am dougen da ober ar vad ha da dec’het dioc’h an droug. Evit ma vo birvidikoc’h ar c’houn-ze ac’hanout eo falvezet ganen skriva d’am c’henvroïz ar pez am eus klevet eus da vuez skouerius.

Eun dervez, goude lein, Klaodinaïg a yoa eat da gas ar zaout d’ar C’heun pa welas paotr al liziri o tont war-zu enni, prez bras warnan.

— « Klaodinaïg, emezan eus a bell, Klaodinaïg, lizer a zo ! »

— « Lizer evidoun ? » eme ar plac’h o tridal.

— « Evidoc’h, Klaodinaïg ; eus a Vontroulez e teu war a welan. »

— « Eus a Vontroulez ? Mad ! mad ! Digas ’ta ! »

Pa oa eat ar paotr gant e hent, Klaodinaïg a zigoras kalonek ar golo, hag a lennas :


Kouent Sant-Fransez Montroulez, 5 a viz Here.


Va merc’h vad,

Skrivet zo d’in e c’hoantaït kenan dont da jomm

en hon touez. Klevet hoc’h eus, eta, mouez ar Muia--

  1. Koun, sonj, envor.