Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
KLAODINAÏG


Eun tad a lavar freaz : « O va bugaligou,
« Pa ’z edon en ho touez. ’viz gounit d’eoc’h madou,
« ’M eus espernet netra, nag en deiz nag en noz,
« Dre aked evidoc’h n’em eus bet tamm repoz !

« Epad ma ’z oun bet beo, c’houi hoc’h eus va c’haret,
« Hirio, mam, ez oun gand an boll dilezet !
« Ho pet truez ouzin, o c’houi va bugale,
« Rak m’eo kouezet waron dourn pounner va Doue !… »

O na dleer ’vit den beza tud digalon,
Hogen nebeutoc’h c’hoaz e-kenver an Anaon.
Pa glevit o mouez, e peb leac’h, e peb giz,
Lavarit kalonek ’vito De Profundis.


Da benn an trede bloavez, Klaodinaig a dapas an holl briziou kenta euz ar skolaj. Pegen laouen ’oe he zad-mager en deiz-se ! Pebeuz enor a deuas d’ezan a-berz e verc’hig vad ! N’en doa ket a geuz da veza great dispignou pa ’z eo gwir he doa labouret ker mad ! Klaodinaïg eus he zu a ziskoueze kalz a joa outan. Santout a rea pegen gwir eo lavar ar re goz :


Seul-vui vioc’h anaoudek, seul-vui e vioc’h karet ;
Beza dizanaoudek ’zo a ouenn an aered.


Lavaret a reas kenavo d’al leanezed o doa poaniet kement ganti, hag e tistroas da Gerzadiou, echu ganti he studi.


PEMPVET PENNAD


O c’houennat sivi.


Cheun ha Yann a yoa krog en o zriwec’h vloaz. Yann a yoa eur pez den a-benn neuze hag eun den a zoare. Cheun, avad, a yoa bihanik ha dister, du e