Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
MARVAILHOU AR VRETONED


Endra veze he chatal o peuri ar yeod glas trempet gant gliz an env, Klaodinaïk a zave he mouez sklear da gana soniou koant e yez koz ar C’helted. Yann hag an doa a-benn neuze eur garantez virvidik eviti, a jommas a-zav meur a wech da zelaou an eostig a gane ker flour, e riskl bras da veza gourdrouzet a zoare ma vije digouezet ar penn-tieg gantan.

Klaodinaïg a gendalc’he da zougen kanv d’he zad ha d’he mamm ; dalc’hmad e veze ar zonj anezo en he spered ; setu perak he c’hanaouennou peurvuia a veze war eun ton kanvus.

Setu ama unan eus ar gwerziou a gane an aliesa, abalamour, marvad, ma tigase koun d’ezi eus he c’herent marvet :


MOUEZ AN ANAON


Pa deu ar pardaez, pa deu an noz tenval,
Pa glevan ar c’hloc’h bras truezus o voudal,
Pa glevan an avel er gwez sabr o vervel,
Me zonj en Anaon kez tost d’in oc’h va gervel.

Gant o mouez klemmus e laront en o yez :
« O c’houi, hor mignoun d’eomp, gwechall p’oamp e buez,
« O c’houi, hag hon dilez brema pa n’ho kwelomp,
« Bezet truez ouzomp, rak en anken emaomp ! »

E nosveziou ar goanv, p’eo an amzer skornet,
Pa yud an avel viz dre wask an nor zerret,
Me a gav d’in klevet moueziou an Anaon
O c’houlen pedennou evit terri o naon.

Evit terri o naon da welet o Doue.
E lavaront d’eomp-ni : « O c’houi a zo aze,
« Azezet en hoc’h eaz en-dro d’eun tantad tan,
« Pa c’houzanvomp ama, er Purkator, kals poan ! »