Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
MARVAILHOU AR VRETONED

zremm, gand eur fri teo hag eun tal roufennet, evitan da veza c’hoaz ker yaouank. O daou e karient Klaodinaïg, muioc’h koulskoude an eil eget egile ; Yann a ye d’ezi dispak ha digor, evel eur leor. Cheun dre guz. N’oad ket evit tremen hep karout eur verc’h ker koant, ken fur ha ken madelezus.

Job a lavaras eur vintinvez :

— « Cheun ha Yann a yelo da c’houennat sivi da bark an Heol, epad ma vezo ar mevelien o trec’hi (trouc’ha) koat. »

Cheun ha Yann a gemeras o binviou hag a yeas d’o labour en eur c’houitellat. Na gomzent nemeur eus Klaodinaïg etrezo. Hogen, epad eun hanter dervez ez eus amzer da lavaret meur a dra. Gouda meur a d1ra-all, setu ma kouez ar gaoz war gein Klaodinaïg. Cheun eo a voulc’has an dorz. — « Asa ! emezan, me a zo o klask gouzout perak en deus va zad kaset hounnez d’ar gouent. Daoust ha c’hoant en defe da ober eul leanez pe eur vestrez-skol ganti ? Ma tle turiat an douar eveldomp-ni n’oa ket red d’ezi kaout kement-se a zeskadurez, sklear eo. C’hoaz eur wech, m’her goulen, perak mont da zispign kement a arc’hand gant ar vinorez-se ?… Hon tad a zo eun den disleal !… Perak e ra evit ar glaskerez-se, ha n’eo tamm kar ebed d’ezan, ar pez n’en deus great evit nikun ac’hanomp-ni ?… »

— « Perak ? Perak ?… Va breur ker, arabad eo d’it koms evel-se… Hon tad, her gouzout a rez, a zo eun den fur ; gouzout mat a ra petra en deus da ober. Ha perak en em jala kement ?… Daoust ha laerez a ra diwar da goust an arc’hant a implij evit skolia Klaodinaïg ?… N’ouzout ket da wir, n’eo ket gwir ? Perak