Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
KLAODINAÏG

nag a vad a gavfent tro da ober ! Nag a dud naonek a c’hortoz eun tamm bara ! Nag a eneou glac’haret a c’hed eur ger frealzus ha na deu ket d’ezo !…

O ! greomp ar vad endra c’hellomp ; greomp-hen dioc’h-tu, rak gedal varc’hoaz marteze a ve gedal re ziwezat ! Warc’hoaz e vezimp hon-unan marteze en ezom… Ar binvidigez a zo hedro ! Hirio eo ho mignonez, warc’hoaz e troio kein d’eoc’h !…

Klaodinaïg, eta, he devoa nevez kollet he zad. A veac’h e oa sarret ar bez, a veac’h he doa ar verc’h kez taolet warnan an diweza beraden dour benniget, ma tigore a nevez, evit he mamm ar wech-ma ! N’he doa ket gallet herzel oc’h kement a boan spered, ha dinerz evel ma ’z oa, na oe ket tenn d’an Ankou rei lamm d’ezi.

Edod e derc’hent Nedelek.

Katel he doa bet he sakramanchou dioc’h ar mintin, hag an deiz penn-da-benn a yoa bet kriz. Gouzanv a rea poaniou garo meurbet. Hogen he brasa enkrez oa gant he merc’h… Petra deuje da veza war he lerc’h, he unanik er bed-ma ?


Teodou merc’hed a ya en dro,
Da c’hortoz ma teuy ar maro ;
A bep seurt traou o deuz gwelet,
Abaoue m’eo Katel klanvet.

— « Me ’m eus klevet, epad an noz,
Ar c’haouenned tost d’an ti koz
O teurel o skrijadennou :
Katel a varvo en deiziou !… »

— « Klevet em eus o wigoura
Karrig an Ankou dre ma !… »