Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
MARVAILHOU AR VRETONED


Raparet eo bet meur a wech abaoue. Plougastelliz o deus kals doujanz eviti. Epad ma ’z oun bet o chomm er barrez-se, va brasa plijadur oa mont d’he gwelet.



Ilizig koant ar Feunteun-Wenn,
Test a feiz krenv hon tadou koz,
Am gwele alies o c’houlen
Digant Mamm Jezuz he bennoz.



EIL PENNAD


Maro he zad hag he mamm.


Tri miz goude, Klaodinaïg he doa ar c’hlac’har da goll he zad karet. N’oa ket bet pell war e wele, sammet trum a-valc’h gand an derzien domm (difoïd). An nebeudig gwenneien a c’helle beza gorroet, a oe buan teuzet e louzou ha gweladennou al louzaouer. Dont a rea an dienez en ti dre an nor hag ar prenestrou. Pebeuz anken a waskas neuze kalon ar c’hreg paour !… Ma oe red d’ezi gwerza he farkeier hag he bioc’h evit kaout eun dra bennak eviti he-unan hag he merc’h. Paour keaz Klaodinaïg !



Siouaz ! na zonje ket
Penaoz an anken
A dreuz hon eüruzded,
’Vel eur goummoulen !


O nag a boaniou kuzet a zo war an douar-ma, hep ma sonjfemp atao ! Ma karfe an dud pinvidik teurel eur zell, bep ar mare, war ar re a zo izelloc’h egeto,