Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
MARVAILHOU AR VRETONED


N’oa ken kaoz gant yaouankizou Kervazengar penn-da-benn an hend o vonet d’ar Pelgent. Pep-hini a lavare en e c’hiz ar pez a dremene dre e spered. Holl avad oant aviz e vije dizale eun enteramant en o c’hear.


TREDE PENNAD


Klaodinaïg o vont da Gerzadiou.


— « Mil bennoz Doue, Job, ha kenavo er baradoz, rak n’en em welimp mui er bed-ma !… »

Ar c’homzou diweza-ma a oe lavaret gant eur vouez dinerz, poan o c’hlevet.

Ar zonj euz ar weladen galonus-ma na gwitae ket spered Job abaoue m’oa digaset kelou d’ezan eus a varo Katel. Goude an enteramant e c’halvas Klaodinaïg, hag e lavaras d’ezi :

— « Klaodinaïg, va merc’h paour, n’ac’h eus mui den da zoursial ac’hanod… Me am eus roet va ger d’az mam e kemerjen ac’hanod em zi… Ha plijout a rafe d’it dont ganen da jom da Gerzadiou ?… »

Klaodinaïg a respountas a-dreuz he daelou : « O Va eontr ! Ar vadelez ho pefe ?… »

— « Ya, Klaodinaïg, me a fell d’in… Hiviziken me a vezo da dad… Deus duma, kred ac’hanon,n’az pezo ket a geuz. Lavar, ha plijout a ra ze d’it ? »

Goude eur waskaden lenva Klaodinaïg a lavaras : « Ho trugarekaat, va eontr ! Warc’hoaz vintin neuze, mar kirit dont da Gervazengar, me yelo ganeoc’h !… »