Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
MARVAILHOU AR VRETONED

miret da fazia a-wejou. Eun dervez ma ’z oa bouzaret e benn o klevet klemmou e c’hreg, ez eas droug ennan, hag hen o lavaret dichek :

— « Peoc’h a roi d’in-me, randounen ? »

Ha kerkent e lakeas d’ezi war he boc’h pevar bezad hag eur meutad ha kalet zoken. Neuze hi a reas eur safar evel pa vijed o vont d’he laza, hag a grie :

— « Va buez ! Va buez! »

Evit he lakaat da devel e oe red d’ezan lavaret ez aje adarre autronos da gaout sant Per. Ar c’hreg en em gavas pare dioc’htu.

Antronos e oe red mat da Dadig koz an dienez pignat adarre a had e faven. Siouaz ! mont a rea lochore. Digouezet e kichen an nor, e chomas eur pennad mat da zonjal. Skei a reas koulskoude, mez goustadik. Klevet a reas eur vouez pounner hag a lavare :

— « Klaoustre eo Tadig koz an dienez eo a zo aze adarre. »

— « Ya da, sant Per benniget, me eo sur, ha great eo va zro, nemet c’houi a ve bet dimezet ive hoc’h-unan. »

— « Klev, lavaret em boa d’it na deujes mui pe e kouesche truez ouzit. Kea en-dro ; ker paour e vezi brema evel ma ‘z oas ar wej kenta ma tigouezis ganez. »

Tadig koz an dienez a felle d’ezan goulen ma vije lezet gantan da vihana eun tammig leve bennak. Mez n’en doe ket a amzer. En em gaout a reas war an douar ne ouie ket penaoz ; ha kenta welas ’oa e lochen goz, hag e c’hreg war an treuzou o neza stomp eve] ma ‘z oa boas diagent. Pep tra a yoa evel ma ’z