Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
TADIG KOZ AN DIENEZ

oant gwejall. An toull a yoa marteze c’hoaz falloc’h, ha dilhad e c’hreg muioc‘h truilhennek eget biskoaz. Houma pa her gwelas a zavas en he zav, hag en em lakeas da ober d’ezan a bep seurt rebechou, o lavaret d’ezan n’oa ket eun den. n’oa nemet eun azen, eun taltouz… Tad koz an dienez ne lavaras ger, mez mont a reas d’ar c’hae, hag e troc’has eur penn-baz, hag ar c’hreg a ehanas dioc’htu da sklankat. Nebeut goude e varvas gant he glac’har da veza kollet holl o klask kaout c’hoaz. Tad koz an dienez n‘en devoe ket kement a geuz d’ar madou ’oa bet etre e zaouarn. Ar pez a vire outan marteze da gaout keuz d’ezo, eo m’en doa kollet e c’hreg ive ganto. Abaoue ez a atao en dro da glask e damm bara. Ma tigouez ganeoc’h, lenner, roit an aluzen d’ezan abalamour da Zoue, rag paour bras eo bepred.


(Kutuilhet e Leon).