Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
TADIG KOZ AN DIENEZ

dioc’htu e oe laouen evel an heol ; fouge a yoa enni he gwalc’h. Hogen, an trede dervez, epad ma kempenned he bleo d’ezi, e teuas eur vleven wenn da heul ar grib. Setu hi droug enni dre ma leze Doue ar gozni da zont d’ar rouanezed. Antronos e oe roet d’ezi d’he lein krampoez gwiniz, viou ha sukr enno. Evel m’o c’have mat e tebras kement, ma oe red klask al louzaouer war he zro. An trede dervez e varvas en he lez he c’henta itron a enor, ha setu hi glac’haret, kollet ganti he levenez.

Epad ar zizun war lerc’h ne zebras kouls lavaret tamm ; ne rea nemet huvreal. D‘ar zul e lavaras d’he fried :

— « Ya da, eun dra gaer eo sur beza Roue pe Rouanez, hag e kouezer klanv, hag e c’heller mervel zoken marteze. Ma vijes bet an Aotrou Doue ha me ar Werc’hez, neuze avat e vijemp bet tud ! »

Tadig koz an dienez a zonjas neuze ’oa eat he zammig skiant diganti, hag he alias da vont da ober eur bale dre ar meaziou.

— « O ya, emezi, me ouie ervat, te n’ec’h eus biskoaz karet ac’hanon-me ! o tra ! »

Va den keaz ne jommas ket d’he zelaou. Mont a reas d‘al liorz da lakaat e gorniad butun.

Hogen, bemdez e kleve an hevelep son : « Ma ’pije bet eun tamm kalon, ez poa goulennet beza an Aotrou Doue ; ha pa na vije ken nemet evit rei da bep-unan glao hag heol hervez e frouden. » Bemdez e kleve an hevelep rebech. Hogen, Tad koz an dienez a zalc’has mad en dro-ma. Kaer a yoa e c‘hourdrouz, ne lavare ger. Lakeat e oe e pinijen diwar bara ha dour, mez na rea van. Siouaz ! an den na c‘hell ket