Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
MARVAILHOU AR VRETONED

ha bemdez, goude eun nebeud komzou dipitus, e rea eur pennad gouela.

Tadig koz an dienez na rea van oc‘h he gwelet ; ne rea ken nemet heja e ziouskoaz. Hogen hi a glemme kement, ma lavaras eun dervez evit kaout peoc‘h diouti :

— « Mat, mat, warc’hoaz ez in ! »

Ar c’hreg neuze a yeas kel laouen, ma ’z oa eun dudi he gwelet.

Ar paour keaz den a ouie en doa lavaret eur gomz a re ; brema ’oa red d’ezan mont, pe e vije gwal-vuez. Setu hen ’ta antronos o lakaat e zilhad da zul, hag o pignat adarre a skour da skour. Digouezet e-kichen an nor, e skrabas e skouarn da genta ha neuze, lentik awalc‘h, e skoas :

— « Dao ! dao ! »

— « Te, adarre ! pez divez ! eme zant Per ; me ouie a-walc’h ne vije gallet morse rei e walc’h d’eur gargantuaz eveldot-te ! »

— « Sant bras, eme Dadig koz an dienez, pardonit d’in adarre en dro-ma, evel ma pardonan d’ar re o deus great droug d’in. Va greg eo he deus great d’in dont. Truez he deus oc‘h an dud reuzeudik. Lavaret a ra e wellafe d’an dud paour ma ven-me Roue hag hi Rouanez. »

— « Mad, eme zant Per, p’eo gwir eo evit ober vad e fell d’eoc’h beza Roue ha Rouanez, e pezo da c’hou]en. Mez, na deu ken war va zro ; rak ma teuez e kouezo truez ouzit. »

Tadig koz an dienez a hastas disken ; kaout a reas e c’hreg azezet war eur gador alaouret, ha tud ar vro oc’h ober al lez d’ezi hag o stouet dirazi. Daou zervez