Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
MARVAILHOU AR VRETONED

sevel eun tammig solier d’eomp, pe ober eun tammig kambr d’eomp en daou gostez gant eur c’hilhogig war beg ar pignon evit diskouez pe leac’h e vez an avel. En hanv Doue, sellit, aon hon deus ennan ; Va greg n’he deus kousket berad en noz tremenet. »

— « Mat, eme sant Per, hag e pezo. Eun ti bourc’hiz a vo savet d’it, ker start en e zav ha kastell Brest. Mez na deuez mui da ravodi d‘in ; me n‘em eus ket kement-se a amzer da goll gant pep-hini ; ha ne garan ket ar randonerez. »

Tadig koz an dienez a ziskennas d’ar c’haloup. Pa zigouezas, n’en em anaie mui en e di. Eur maner a oa savet d’ezan. Solierou karget a arrebeuri kaer hag a gadoriou bourret. Eur porz klos a yoa dirak an ti, eur porz-rastel warnezan ha bandennou yer hag houidi ennan. Adren an ti ez oa eul liorz karget a wez hag a vleun a bep seurt.

Greg Tadig koz an dienez, na petra ‘ta, a yoa fouge enni he gwalc’h. A-raok an noz e oa bet oc‘h azeza e kement kador vourret a yoa er maner, hag o sellet oc’h kement mellezour bras a yoa oc’h ar mogeriou. Hogen, ha pell e padas he fouge ?

D’an eil dervez e lakeas en-dro d’ezi, an eil goude eben, kement sae vrao a oa en he armeliou, saeou seiz, arc‘hantet, alaouret, perlez oc’h lod anezo. Noz oa hag edo c’hoaz dirak he mellezour. An trede dervez ne reas epad an deiz nemet rei he urziou d’he mitizien. Ar pevare dervez ne ouie mui petra da ober. Enouet oa, digeri rea he genou da zislevi yen, ha setu hi, evit tremen he amzer, da ober eur bale war ar meaz. Tenval oa he fenn pa deuas d’ar gear, hag ez eas d’he gwele hep tamm.