Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
TADIG KOZ AN DIENEZ


Antronos, kerkent ha ma welas he fried :

« Gwelet ec’h eus biskoaz kement-all ? emezi. An amezeg zo digouezet ganen deac’h, ha n’en deus ket prizet zoken tenna e dok d’in ! »

— « Kleo ’ta, eme Dadig koz an dienez, bez’ ez eus tud ha ne ouzont nemeur beva, petra fell d’it ? Ne deo red da eun den tenna e dok nemed d’ar Roue ha d’ar Rouanez. »

— « Ha perak ne vemp-ni ket Roue ha Rouanez ive evel ar re-all ? Te, ne zonjez e netra. Ma karjes beza goulennet oc’h sant Per, en doa roet an dra-ze d’it awalc’h ! »

Azalek neuze, peoc’h ebed mui da Dadig koz an dienez. Ar c’hreg ne gouske ken. Bemdez e c’hrosmole o c’houlen outan peur ez aje da gaout sant Per,