Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
TADIG KOZ AN DIENEZ


Tad koz an dienez a ziskennas skanv a hed trojen e wezen fa. Pep tra a oa war an daol pa zigouezas. Dibri a reas a walc’h, eva muioc’h c’hoaz, hag ez eas da gousket laouen bras. Mez e c‘hreg na reas nemet trei ha distrei epad an noz. Antronos e savas mintin mat, hag e c’hrosmole :

— « Piou a c’hellfe kousket en eur c‘hraou evelen ? Emeur atao en aon na gouezfe eur pennad moger bennak war ho penn. Te ne zonjez morse e netra. Ma karjes beza goulennet gant sant Per en divije roet d’it a-walc’h eun ti bras ha brao, n‘eo ket eun toull evelen e vije ! »

Tadig koz an dienez na respontas ger, gouzout a-walc’h a rea n’en divije ket ar gomz diweza. En em rei a eure da zutal war don An Hini goz. An dra-ze ’oa e c‘hiz da lavaret nan d’e c’hreg. Hogen, houma ne zebras tamm d’he lein, hag a chaoke atao :

— « Piou a c‘hallfe dibri boued o welet arrebeuri kel lous ha ken divalo ! O ya ! te ne rez forz ha pa ven-me flastret ama dindan an ti ! te a gavo eur c’hreg-all ! »

Boas oc’h e hanter-tiegez, Tadig koz an dienez a welas ervat e ranke neun pe veuzi. Setu hen hag o teurel adarre e voutou hag o pignat a skour da skour. Ne dea ket ker buan hag ar wej kenta ; digouezout a reas koulskoude gant dor ar baradoz.

— « Dao ! dao! »

— « Piou zo aze ? »

— « Tadig koz an dienez ! »

— « Adarre ? Ha petra vank d’it c’hoaz ? »

— « Aotrou sant Per benniget, heja ra va zi gant an avel, mogeriou hag all ; ha pa na rafec’h ken, sellit, nemet lakaat raz da stanka an toullou, pe