Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/137

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
121
AN ANAON

Anna. Ar vamm-goz a stardas he dourn war vreac’h ar plac’h yaouank o lavaret :

— « Emaint aze ! »

Stardet an eil ouz eben, poan d’ezo o tenna o halan, an anken war o zal, o ividigou o lammet gant an dersien, an diou vaouez a c’hede.

Ha setu m’ en em gavas eun toullad mat a dud war an treuzou. Ar wazed, tokou ledan war o fennou, ar merc’hed klozet en o mouchouerou gloan du, a zouge holl eur rozera en o daouarn.

Tenval o dremmou, mut o zeodou, tud ar bed-all a deuas en ti gant eun urz kaer, hep bouta, hep sellet en-dro d’ezo, evel kollet en eur welidigez a yea en o diabarz ; hag, oc’h ober kammejou ha na reant tamm trouz, ez ejont en-dro d’an daol, pep-hini d’e leac’h. Ar re o doa bevet, karet, gouzanvet ha lenvet eno, en em gave holl ; n’oa chommet hini ebed a gostez ; hag an diou vaouez a c’hellas eas a-walc’h anaout o c’herent dispartiet diouto gant ar maro. Na oe ket hir ar weladen, hag evelkent e seblantas d’an diou zellerez beza padet ouspenn kant vloaz.

Ha neuze, evel ma ’z oant deuet, an eneou renket war diou linen a eas er-meaz hep beza sellet war o lerc’h.

An nor a zerras he-unan.


............................................................


Pa zihunas Mari-Anna antronoz vintin gant son an Anjelus, evel m’oa kustum, edo astennet war vein yen an oaled — an tan a yoa maro pell a oa — an em gaout a reas skwiz… skwiz kenan… skwiz