Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
MARVAILHOU AR VRETONED


C’houi zo er gwele kousket aes,
An Anaon paour zo diaes.
C’houi zo er gwele kousket mat,
An Anaon paour zo divat.

Eul linser wenn ha pemp planken,
Eun dorchen blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war c‘horre,
Selu madou ar bed er be.

Ni zo en tan hag en anken ;
Tan dindanomp, tan war hor penn,
Ha tan war lae, ha tan d’an traou ;
Pedet evit an anaon !

Gwechall pa oamp e-barz ar bed,
Ni ‘boa kerent ha mignoned ;
Hogen breman, p’edomp marvet.
Kerent, mignoned, n’hon eus ket.

En han’ Doue hor zikouret !
Pedet ar Werc’hez venniget
Da skuilha eul lomm eus he lez.
Eul lomm war an Anaon kez.

Eus ho kwele prim dilammel.
War ho taoulin en em strinket,
Nemet kouet e vec‘h er c‘hlenved,
Pe gant ar maro kent galvet. Amen.


Echu he c’hanaouen ganti, Katell a zavas en he zav sounn evel eur voger ; he dremm a deuas da veza difinv evel eur skeuden kizellet er mean ; he zellou a baras war dor an ti nevez-digoret goustat, didrous, evel gant eun dourn ha na weled ket. Eur youc’haden hanter vouget a deuas eus genou Mari--