Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
MARVAILHOU AR VRETONED

maro ; he memprou morzet a reas poan d’ezi, evel pa vije o tont eus ober eur veaj hir.

En he c’hichen, Katell goz a yea atao war he c’hador vourret, ar rozera etre he daouarn skarnilhet gant al labour hag ar bloaveziou ; he ene santel koulskoude, goustadik, hep poan, a yea eat da heul ar vanden Anaon !…