Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
AN ANAON



KANAOUEN AN ANAON.


Han’ Tad, ar Mab, ar Spered-Glan,
Yec’hed mat d’oc’h, tud an ti-man,
Yec’hed mat d’oc‘h var-bouez hor penn
Deut omp d’ho lakat er beden.

Pa sko ar Maro war an nor,
Stok er c’halonou ar c‘hren-mor ;
Da doull an nor pa zeu ‘r maro,
Piou gant ar maro a yelo ?

Hogen, na vec’h ket souezet
Da doull ho tor mar domp digouet :
Jezuz en deus hon digaset,
D‘o tihuna mar doc’h kousket ;

D‘ho tihuna, tud an ti-man,
D’ho tihuna, bras ha bihan ;
Ma ’z eus, siouaz, truez er bed,
En han’ Doue hor zikouret !

Breudeur, kerent ha mignoned,
En han’ Doue ! hor selaouet !
En han’ Doue pedet ! pedet !
Rag ar vugale na reont ket.

Gant ar re hon eus-ni maget,
Ez omp pell zo ankounac’het
Gant ar re hon eus-ni karet,
Hep truez ez omp dilezet.

Va mab, va merc’h, c‘houi zo kousket
War ar plun dous ha blot meurbet,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm.