Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
MARVAILHOU AR VRETONED

avad bep bloaz ez a unan pe unan d’ar vered, hag an Anaon a deue da veza niverusoc’h evit pep gweladen nevez. »

— « Ha brema na jomm mui nemedomp hon diou, mamm-goz ? »

— « Ya, va bugel ; e kichen an deliennig nevez-c’hanet Doue en deus ankounac’heat ar skourr koz ; ra vezo meulet e hano santel ! An Anaon keiz a gavo da zibri ha da eva war an daol, evel kustum, eun tan mat en oaled, hag an eneou dilezet eur bedennig evit o zikour da beur-ober o finijen. »

— « Mamm-goz, me a garfe pedi, hogen na c’hellan ket ! » a anzavas Mari-Anna.

— « A ! ma vije bet beo c’hoaz va gwaz paour, eme Gatell, hennez en divije distaget d’it gwerz an Anaon ; kustum oa d’he c’hana da noz an Holl-Zent, rak, eun den a feiz krenv oa ! Goude e vije dilammet ar beden diwar da vuzellou evel ma strink an eienen eus an douar. »

— « Kanit anezi d’in evelato, mamm-goz !… a c’houlennas Mari-Anna. Kement-se a zigaso sonj d’eoc’h eus an nosveziou-all, p‘edo hoc’h holl vugale en-dro d’eoc’h. »

— « Mat, selaou neuze, va merc’h ! »

Ha Katell goz a ganas gant eur vouez krenerez ha tuoret, oc’h ober sin ar groaz bep eur mare.

(Ankounac’heat am boa ton ha komzou, o c’havet em eus abaoue el leor kaer meurbet hanvet Barzaz-Breiz. Evit plijout d’am lennerien e kemeran an hardiziegez d’o lakaat ama) :