Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
MARVAILHOU AR VRETONED

harpet an eil oc’h egile, a voulc’has gant feiz peden an eal : Ave Maria ! Pedi reant a vouez izel, poan gouzout petra lavarent. Doue avad a gleve, hag ar werc’hez ive, m’oar vat.

An amzer a dremene ; pell a yoa na zone mui ar c’hleier ; tenval-zac’h oa er-meaz, ha n’oa ket eur stereden en oabl ; ha koulskoude eus pep siminal e save kouabrennou moged. An holl a yoa war zav, o pedi hag o c’hedal.

Ar vamm-goz a skoras he dourn war vreac’h Mari-Anna.

— « Laka traou war an daol, va merc’h, emezi ; ema deuet an heur, ha bremaïk e vezint aze. »

Mari-Anna a zentas raktal ; sevel a reas, he memprou oll o krena, kouls ha pa vije bet an dersien ganti.

— « Pet pladig a vo lakeat ? » a c’houlennas-hi. He mouez a yea evel halanad diveza eun den toc’hor.

Katell goz a jommas eur pennad da zonjal… hag oc’h ober eun hejaden d‘he fenn e lavaras gant tristidigez :

— « Kals ! Laka kals ; niverus e vezint er bloaz-ma ! »

Hep koms muioc’h, e chommas da zellet oc’h labour Mari-Anna ; houma a bourchase ar pred, sioulik, didrous ha gant urz. An dousier wanna sec’het el lanneg, c‘houez ar balan c’hoaz ganti, a oe ledet war an daol, testeni a enor rentet d’an dud pedet. Ar pladigou a yoa renket brao an eil e kichen egile ; ar gwer a stoke, ken tost oant. A ! traou a yoa war an daol avad !