Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
AN ANAON


Goude beza lakeat ar c’hrampoez gwiniz du hag al leaz teo e-kreiz an daol, ar plac’h yaouank a deuas adarre da gichen he mamm-goz hag a jommas eno, he daouarn e kroaz, he daoulagad o para war al laonennou tan a strake laouen en oaled. Hep flach, ha kouls lavaret hep sonjal e netra, o veza bet treuzet adarre gant eur skrijaden, ar baotrez a lavaras o sevel he zellou etrezek he mamm-goz :

— « Komzit ouzin, mamm-goz ! Na livirit netra… »

Ar vamm-goz a huanadas.

— « Ar re yaouank a ra safar ; ar re goz avad a goms nebeut dre ma pouezont pep-tra. Hag e petra e sonjfen fenoz nemet er re a zo bet ama gwechall o nosvezia ganeomp en-dro d’an oaled-ma ? Eun amzer a oe hag edomp unnek da nebeuta ; abaoue