keiz, dre an noz du, o vont hag o tont dre an tiez o c’houlen pedennou ? A boan ma ve kavet mat kement-se evit ar re glanv hag ar vugaligou ! C‘houezek vloaz echu ec’h eus. va merc"h, hag out bras brema evel eur vaouez. Ped a-unan ganen. »
Mari-Anna a blegas he fenn hep lavaret ger. Lavaret a reas eur pennad goude :
— « Bihanik oan c’hoaz pa varvas va mamm, n’eo gwir, mamm-goz ? »
— « Mervel a reas da c’houel Maria Hanter-eost goude ma oas ganet. »
— « Va zad, va breudeur, va eontr Yann a zo marvet holl war ar mor ? »
Ha mouez ar vamm-goz a gouezas evel eun taol kloc’h glazou evit respont :
— « Holl ! »
— « Hag… » — Mari-Anna a yeas tostoc’h d’he mamm-goz evit klevet gwelloc’h — « hag hoc’h eus gwelet anezo abaoue, mamm-goz ? »
Hep respont, houma a reas sin evit lavaret he doa o gwelet.
— « Alies ? »
— « Be wech na deu ket ar c’housked da voucha d’in va daoulagad. »
Mari-Anna a skrijas adarre hag a zastumas he mouchouar gloan war he diskoaz, o lavaret ken goustat ha ken izel ma krede na vije ket klevet :
— « Riou em eus ! »
Klevet e oe koulskoude.
— « Pedomp, va merc’h ! » a respontas hepken ar vamm-goz, a ententas mat eo d’he c’halon he doa riou he merc’hig vat. Hag an diou vaouez, o c’hoefou