ma ; setu perak e skrije gant ar c’hlac’har bep gwech ma tigoueze ganti o c’hlevet. Er bloavez-se adarre, ar mor — pebeuz debrer tud ! — ha n’an doa ket lammet diganti he diveza mab bihan, breur Mari-Anna, ken devot, kel laouen oc’h an holl, hag a vije bet eur martolod eus an dibab ? Hag ar wreg paour ankeniet a lezas he rozera da goueza war he barlen, o serra he daoulagad evit beza muioc’h unanet gant ar re he doa kement karet, eat da Anaon !
Eur baotrezig a zoare a yea en em zilet er zäl vras, hag a dostae oc’h ar vamm-goz, o vale war begou he zreid ; houma a zeblante kousket, astennet en he c’hador torchennet gant kolo.
— « Mamm-goz, eme Vari-Anna a vouez izel, maro eo an tan. Ha lakeet e vezo keuneud en oaled ? »
O klevet he merc’h vihan, Katell a zigoras he daoulagad, hag a zellas gant plijadur oc‘h an dremm yac’h a stoue var-zu enni.
— « Ya, va merc‘h, ya ! emezi ; taol eur vriad keuneud munut war ar glaou evit adnevezi an tan ; red e vezo derc’hel kals tan en noz-ma, abalamour d’ezo da zont da domma ! »
Mari-Anna a yea kouezet d’an daoulin dirak an oaled ; santout a reas eur yenien skrijus o treuzi he c’horf, evel pa vije bet avel-dro o koueza war he diskoaz.
— « Aon am eus, mamm-goz ! emezi. »
— « Aon rak petra, va merc’h ? »
— « Aon rak an nosvez-ma. »
An hini goz a gemeras eun ton rust :
— « Ha n’a pefe ket a vez, va merc’h, o kousket ez eaz en eur gwele klos. keit ha m’ema an Anaon