Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
AN TEIR C’HAD

a hent a zo ac’han di ; diskempen eo an henchou, hag ar baner a zo pounerik, mes n’eus forz, ne vin ket pell.

PENDOLOG

Dal, kemer eur banne evid ma savi gwelloc’h da zeuliou ; dreistoll, bez fur, ha diwall mad ouz ar bod-ilio.

YANN

Aotrou, bezit dizoursi. Eur banne a gavan mad, rak morse n’en deus great droug d’in. Gouzout a rit, aotrou, penaoz oun mad ha direbech evit kement hini a zo mad evidoun, evidoc’h c’houi dreist-holl, rak c’houi zo bepred leun a vadelez, a garantez, a…