Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
MARVAILHOU AR VRETONED


PENDOLOG

A-valc’h ! a-walc’h ! ha kea buan ; eur wech all e ri kudou d’in. Bez difre ha divorfil, rak mall bras am eus d’az kwelet distro evid kaout respont digant va mignon Bidoch ; mes, eur wech c’hoaz, diwall da veza touellet gand eur bod-ilio bennak.

YANN

Aotrou, bezit dinec’h, n‘ho pezo ket a leac’h da glem. (Yann a zalud hag a ya kuit en eur gana).


Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Ha kan bepred, war varc‘h ha war droad.
Kea d’an drotig,
Paour keaz Yannig,
Bale seder ha kan a galon vad.


PENDOLOG (en eur ziskouez Yann a zo sortiet).

Gant ma ray ar paotr-ze e dro !… heum !… heum !…


ARVEST II
En hostaleri ar Marc’h Gwen.


KEVREN I
YANN (o sec’ha e dal).

Paner villiget, kea gant ar gounnar !… Ar c‘hoz gedon-man a zo pouneroc’h eget na zonjfed. Ma Welchen da vihana eur c’harr pe eun azen bennak, e taolchen anezo war c’horre, mes na welan seurt… (O sevel e zaoulagad, Yann a wel hoslaleri ar Marc’h