Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
KENTOC’H MERVEL !

doare-ze ? Biskoaz betek-hen n’ez poa savet da vouez evit lavaret n’oa ket kompez an traou en hor bro, hag hizio, paour keaz den, e kavez abeg e pep giz koz ?…

YANN

P’eo gwir e fell d’eoc’h gouzout, me lavaro d’eoc’h. Er bourg e vez brema alies, alies, bodadegou tud yaouank eveldon-me, devezourien, pe micherourien, an darn vrasa anezo. Mont ara, kredit ac’hanon, mar kirit, kalz tud da zelaou sitoianed eus Pariz pe leac’h-all, tud ouiziek, a oar lavaret brao an traou, a zesk o gwiriou d’an dud…

FANCH

Kenkouls-all pe welloc’h, zoken, a rafent deski d’ezo odeveriou… Va Doue ! va Doue !… Da beleac’h ez eomp e-giz-se ? Ha petra ra d’an hailhoned-se eus Pariz dont da glask trabaz ouz hor beleien-ni ? Peseurt droug a reont ? An nep ne fell ket a relijion evitan e-unan, a dle, da vihana, he lezel gant ar re a gar anezi… Mar ne ra ket a vad, evit droug na ra ket ken nebeut.

YANN

Ar veleien a yoa mall bras lakaat anezo da veza evel ar re-all. Ar re-ze a zo tud eveldomp, ha n’ouzon ket perak e reer kement a enor d’ezo ; ne reont netra, ha koulskoude, petra vank d’ezo ?…

GWENOLE

Lavar ’ta, Yann, peseurt droug o deus great ar veleien d’it ?

YANN

Peseurt droug ? peseurt droug ?… Ya droug a reont, d’in-me ha d’ar re-all ha me garfe son dizale glaz ar beleg diveza en hor bro.