Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
KENTOC’H MERVEL !


GWENOLE

Da hini-te a zono kentoc’h, paour keaz dianked. Maro e vezi, ha da eskern en douar a vezo kemmesket pell a vezo gant ar boultren, hag ar saeou du a yelo bepred a di da di, a wele da wele, da frealzi ar glanvourien geiz war o zremenvan. Dibaot eo c’hoaz, a drugare Doue, ar Vreiziz a fell d’ezo mervel evel ar c’hi. Keit ha ma chomo an Iliz en he zav e vezo beleien, hogen, hervez ar C’hrist, an Iliz a bado keit hag ar bed. Breiz-Izel a gar an Aotrou Krist, Breiz-Izel a zo kristen betek he gwrizien douna, ha dalc’hmat e vezo.

Start eo hor c’halon en hor c’hreiz
Ha startoc’h ar groaz en hor Breiz.

Ya, paour keaz Yann drubard,kaer ez pezo diskrognal da zent, kaer ez pezo kaout naon a zaeou du, gant gras ha nerz an Ao. Doue, m’hen tou ! hini ebet anezo n’ez pezo da ziskolpa, keit da vihana ma vezo Gwenole va hano, keit ha ma vezo dek biz war va c’hrabanou dir !…

FANCH

Ar c’homzou-ze, Gwenole, a zo din eus eur Breton kalonek eveldout ; me a lavar evel-se ive. Kement Breizad a zo dre ama a zavo dizale evel eur voger eus o c’horfou da ober eun difen beo d’o beleien, ministred Roue an nenv hag an douar.

YANN

Diouallit !

GWENOLE

Diouall te, kentoc’h !

FANCH

Kerz, kerz prim eus va goulou ; ne fell mui d’in klevet hano ac’hanout, pez fall ma ’z out !