Da ganaouen, paotr, a zo eus ar brava. Del, setu aze daou wenneg d’it da brena madigou. Kea brema da welet e peleac’h ema da zaout.
Kenavo, tonton Fanch, ha bennoz Doue d’eoc’h !
Lazet ar roue mat Loiz c’houezekved, ar veleien direbech great an hu warno evel war loened gouez !… Va Doue ! va Doue ! petra deuimp-ni da veza ?
Evidon-me n’em eus keuz ebet d’ar roue, d’ar breser digar ha digalon. Ya, diskaret eo ar pabor diwar e gador alaouret, hag ar bobl, en amzer da zont, a vezo bleinet gant tud eus ar bobl ; an holl a vezo keit-ha-keit dirak al lezen, keit-ha-keit dirak an tailhou, hag, evel m’eo dleet, keit-ha-keit dirak ar c’hargou. Ar bobl a vezo roue ! Frankiz da bep-hini !
Sell ! ar glabouser en doa kollet e deod. Hag eo evit lavaret hevelep sotonïou e tigorez brema da c’henou ?… Alo, Yann, ro peoc’h gant da stranerezou. Diouall ne deufe Doue d’az skei abalamour d’az kwall-gomzou !… Mes, lavar d’in, e peleac’h out-te bet o teski koms en