Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
KENTOC’H MERVEL !



Dioueret dioc’h an ofisou,
C’hoaz ’vit kreski hon ankeniou,
Ez eus deut e-touez an denved,
Bleizi digar, falz bastored.

GWENOLE

Gwall hir eo da ganaouen, Saïk, ro d’in da baper, ma lennin an nemorant d’am zad !

Lenn a ra :

E pep bro ha dre-oll ’n hon touez,
N’ez eus nemet dizunvaniez,
Ha kasoni vras ha yenien,
Etre kerent, amezeien.

Ar breudeur hag ar c’hoarezed,
Ar priejou, dizunvanet ;
An tad, ar vamm, ar vugale,
An eil a enep egile.

Harluet eo ar veleien,
Ar roue ’zo kouezet e benn ;
An dizurz ’zo dre-oll o ren ;
Peoc’h hiviziken evit den !

’N’em habaskaet, va Doue,
Ha grit d’eomp-ni holl trugare ;
Digasit ho Lezen ’n hon touez,
Hag ar peoc’h hag an unvaniez !

Digasit d’eomp hon eskibien,
Hor pastored, hor beleien,
D’hon hencha holl d’ar baradoz,
Evit ho meuli deiz ha noz.

Erbedit, ni deu d’ho pedi,
Evit ho pobl, Gwerc’hez Yari,
Ha c’houi holl, sent ha sentezed,
Evit ma vefomp selaouet,